Toutouig
Annie Ebrel
3:11Pier Menajer mag oc'h kousket En anv da Doue divunet ! Ni zo deuet a galon vat Da soueto dac'h ur bloavezh mat Doni, Done, setu noz ar bloaz nevez Mag oc'h kontant ni a gano Ma 'n oc'h ket ni a zihano Doni, Done, setu noz ar bloaz nevez Deu't da digoro dimp an nor Pe deuit pront d'hon refusiñ Kar re vras e ve' an enor O welet ho importuniñ O ! Eskuz a c'houlennomp Ma m'omp ho ofañset En ho pedennoù pe 'n ho oreson Betramantet en ho kousket N'eo ket dre feneantiz Giz bale, pourmen hag evo Ema deu't an daou baour-kaez kaner An noz henoazh d'ho pizito Ni zo deuet amañ henoazh Evel gwechall ar bastored Da visito ar mabig Jezuz Ganet ' barzh ar c'hraou mailhuret Ar mabig Jezuz ' zo ganet 'Barzh ar ger a Vethleem Tre an ijen hag an azen War un dornad plouz ha foenn Kambr an zent hag an aelez Kambr an itron Varia Gras dac'h da chom war ho yec'hed En tu-mañ d'an deiz benn ar bloaz !