Petite Valse Bretonne
Aziliz Manrow
5:12Warc'hoazh a lavar bemdez Hep dour buhez ebet Warc'hoazh a lavar ivez Hep tan gouloù ebet Ar choaz a zo deomp, da belec'h ez eomp Eus da galon e teuomp Evel ar greun diwanet, a vez dastumet Hag an ed a vez hadet, a vo eostet Dindan meur a evezh, betek an termen Ha gant kalz a levenez C'hoant am bez da glevet, c'hoant am bez da garet Douar, Douar Gant ma vefes lidet, gant ma vefes doujet Douar, Douar, gant al loargann Adkavout ar c'hedennoù, 'kreiz ar mamennoù Adskoulmañ al liammoù, gant an elfennoù E-lec'h ar gerioù-mañ: "Emgann ha brezel" Ar pezh a droc'h hon eskell Bevet an natur divent, evel an dremmwel Bevet son al laboused, 'avel er wezenn A c'hwezh eo ennomp, emañ an trec'h Te eo hor mamm hag hor merc'h Te zo pinvidigezh, te zo hon holl furnez Douar, Douar Bevek eo da gened, bevek eo da spered Douar, Douar gant al loar dindan evezh, evezh ar stered Gant al loargan o skediñ an tevennoù Kan ar mein hag al lann o frealziñ va c'halon N'eus ket amzer mui da goll, nag amzer da glemm Poent eo mont war-raok a-stroll gant hor blanedenn E-barzh ar bed a–bezh, evel ul logan A cheñch da vat an diougan C'hoant hor bez da glevet, c'hoant hor bez da garet Douar, Douar Gant va vefes lidet, gant ma vefes doujet Douar, Douar, gant al loar Dindan evezh, evezh ar stered Dindan evezh, evezh ar stered Dindan evezh, evezh ar stered Dindan evezh, evezh ar stered